Texte à méditer :  
Kentañ pal al lec'hienn-mañ a zo degas kelou ha titourou
d'ar Vretoned ha d'an holl re dedennet gant Breizh e bro Bariz.

L'objectif de ce site est de mettre un ensemble d'informations utiles
à la disposition des Bretons de la région parisienne.
  

Rubriques

Fermer Associations bretonnes

Fermer Histoire

Fermer Langue bretonne

Fermer Librairies Coop Breizh

Fermer Littérature

Fermer Livres

Fermer Logiciels en breton

Fermer Musique

Fermer Organismes d'Etat

Fermer Politique

Fermer Radios

Fermer Revues et périodiques

Recherche



Webmaster - Infos
Visites

   visiteurs

   visiteur en ligne

Préférences

Se reconnecter
---

Votre nom (ou pseudo) :

Votre code secret


 Nombre de membres 2 membres


Connectés :

( personne )
Histoire - Piv a oa Yann-Vari Perrot? Qui était Yann-Vari Perrot

Yann-Vari Perrot

Hanter-kant vloaz zo, e miz Kerzu 1943, e varve Yann-Vari Perrot, person Skrignag. Un den mat e oa met bez e oa unan eus ar veleien-se a gustume bezañ mestr war o farrez. Labouret en doa e-pad e vuhez evit ar brezhoneg. Rener ar gazetenn Feiz ha Breiz e oa ha krouer ar Bleun Brug. Brudet eo abalamour da se. Brudet eo ivez abalamour ma voe lazhet gant ur stourmer eus ar strouezheg. Kalz a zo bet lavaret ha skrivet diwar-benn an darvoud-se rak displann e chom abegou al lazhadenn.
Il y a cinquante ans, en décembre 1943, mourrait Yann-Vari Perrot, recteur de Scrignac. C'était un homme bon mais aussi un de ces prêtres habitués à être les maîtres de leur paroisse. Il a travaill6 pendant toute sa vie pour la langue bretonne. Il fut le directeur de la revue Feiz ha Breiz et le créateur du Bleun Brug. Il doit sa renommé à ce travail. Son nom est connu aussi parce qu'il fut assassiné par un combattant du maquis. On a beaucoup dit et écrit sur cet événement car les raisons de cet assassinat n'ont pas encore été éclaircies.

1877- E Plouarzhel emañ tud Yann-Vari Perrot o chom. Labourerien-douar int. Eizh miz eo ar bugel pa varv e vamm. Ur c'hoar d'e vamm-gozh a sav anezhañ.

D'e 11 vloaz ez a Yann-Vari d'ar skol da Wengamp: C'hoant en deus mont da veleg. Ober a ra e studiou e kloerdi bihan ar Pont hag e kloerdi bras Kemper.

Beleget eo e 1903.

Kure eo e Sant-Nouga e-pad dek vloaz, betek miz Meuizh 1914. Anvet eo neuze e Sant-Tegoneg met e miz Eost e kuita e barrez nevez evit mont d'ar brezel.

Kravazhataer eo da gentañ ha sekretour ur bredvezeg goude. E miz Genver 1919 e tistro da Sant-Tegoneg gant ar Groaz a Vrezel. Bloaz goude eo anvet e Plougernev, e-lec'h e chom dek vloaz.

E 1930 eo anvet da berson. Kaset eo da Skrignag. Mervel a ra eno e 1943.

Ar brezhoneg

Pa erru Yann-Vari e Gwengamp e lavar e eontr dezhan: "Difennet eo komz brezhoneg er skltaj! " Sentin a ra ar c'hrennard met kavout a ra eo direizh al lezenn.

Adkavout a ra ar yezh er c'hloerdi. Beleien Breizh-Izel o devez ezhomm eus ar brezhoneg bemdez. Kenteliou brezhoneg a vez roet er c'hloerdiou.

Yann-Vari Perrot a studi ar brezhoneg.
Bodañ a ra ivez ar gloer kar-o-yezh e Kenvreuriezh Ar Brezhoneg.

Feiz ha Breiz

E Sant-Nouga e labour kalz ar c'hure yaouank evit ar brezhoneg

E 1911 e sav un embannadur nevez eus Buhez ar Sent.
Er c'hloerdi e skrive pennadou evit ar gazetenn vrezhonek Feiz ha Breiz. E 1911 e teu da vezañ rener ar gazetenn hag ober a ra war he zro betek e varv.

Bep miz e embann Feiz ha Breiz keleier, pennadou diwar-benn istor Breizh, kontadennou ha kanaouennou. Lennet e vez e 10 000 tiegezh e Leon hag e Kernev.
Bleun Brug

Ezhomm o deus ar vrezhonegerien a ziduamantou brezhonek.

Sevel a ra Yann-Vari Perrot ur strollad c'hoariva: Paotred Sant-Nouga. Skrivañ a ra pezhioh-c'hoari evitañ.

E kement parrez ma vo anvet e savo strolladou c'hoariva: Paotred Sant-Tegoneg, Paotred Mikael an Nobletz, Paotred Skrignag. Merc'hed a zo er strolladou-se, un dra nevez eo.

Da heul un abadenn gant Paotred Sant-Nouga e Kastell Keryann e sav Yann-Vari Perrot hag un nebeut pennou bras ur gevarzhe nevez: ar Bleun-Brug.

Difenn spered Breizh eo pal ar Bleun Brug Bep bloaz e vez goueliou bras en ur barrez: Un doare eisteddfod eo gant oferenn ha gousperou, prezegennou kan ha c'hoariva ha... tud a-viliadou o tont eus Breizh-Izel a-bezh.

Ar politikerezh

Ar vroad

Un amzer gaer eo ar Belle Epoque evit sevenadur Breizh.

Theodore Botrel hag Anatole Ar Bras a zo e-kreiz o brud. Skrivagnerien ampart a labour e brezhoneg: Fransez Vallee, Erwan Ar Moal, Job Ar Bayon, Yann-Ber Kalloc'h, Ivon Krog, Tangi Malmanche...

Al lezennou a-enep an iliz a lak ar veleien da embann levriou ha kazetennou. Skrivet int en ur brezhoneg kempenn ha n'eo ket e "brezhoneg beleg".

Ur vroad eo Breizh evit an holl dud-se met n'int ket broadelourien. Kredin a reont e ranker rmirout sevenadur ar vro.

Ar vroadelouriezh

Ar gatoliked o deus un abeg mat evit difenn ar brezhoneg. An doareou-bevañ nevez, ha digristen, a zeu gant ar galleg. Krediñ a reont e c'heller, gant ar brezhoneg, mirout an doareou-bevañ kozh ha kristen.

Kredenn kure yaouank Sant-Nouga eo ivez: "Ar Brezhoneg hag ar Feiz a zo breur ha c'hoar e Breizh."

Buan, avat, e kas ar gudenn war dachenn ar politikerezh.

Ur vro gatolik eo Breizh. Gouarnamant Pariz a vot lezennou a-enep an iliz. Kontrol eo al lezennou-se-da sonjou ar Vreizhiz. Dont a ra Yann-Vari Perrot da gredin e-rank ar Vreizhiz sevel o-unan al lezennou evit Breizh.

Dont a ra da vezañ broadelour enta.

E vroadelouriezh a zo diskleriet fraezh en e destamant savet e-pad ar Brezel Bras.

Breiz Atao

Frankiz politikel Breizh a zo, dres, pal ar re yaouank a embann ar gazetenrn Breiz Atao adalek 1918. Ganet int war-dro 1900 ha gwelet o deus Iwerzhon o c'hounit he frankiz.

Laouen eo Yann-Vari Perrot o welout ar re yaouank o labourat hag o stourm evit frankiz poilitikel Breizh. E goueliou ar Bleun Brug e tegemer tud Breiz Atao ha skolaerien Ar Falz Labour ar re-mañ evit ar brezhoneg er skolisou-stad a zo ur skouer evit ar skoliou kristen.
Nec'het eo ar beleg gant un dra: lik eo Breiz Atao. Da be vad difenn Breizh hep difenn ar feiz? Ha n'eus emsav broadelour ebet evit ar gristenien yaouank!

1927

Kavout a ra an diskoulm.

E 1927 e kemm reolieg ar Bleun-Brug.
Paliou ar gevarzhe a oa difenn sevenadur Breizh hag ar feiz. Reiñ a ra ur pal nevez dezhi: labourat evit emrenerezh Breizh.

Displijout a ra ar c'hemm-se da eskob Penn-Ar-Bed, an Aotrou Duparc. Hemañ a zifenn ouzh ar veleien labourat evit ar Bleun-Brug. Ret eo da Yann-Vari Perrot dilezel ar politikerezh ha distreiñ d'ar sevenadur.

Tabutou

N'eo ket echu gant an tabutou etre an eskob hag e berson broadelour. Lennet pizh e vez Feiz ha Breiz ha roll abadennou ar Bleun Brug gant sekretourien an eskob. Sonjit 'ta! E-pad Brezel Spagn emañ ar gatoliked e genou dirak Franco. Hemañ eo difennour bras ar relijion en tu all d'ar Pireneou. Ha setu Yann-Vari Perrot o tifenn Euskariz!

Spontet an Eskob! Person Skrignag a respont dezhañ ez eus kalz beleien euskarat o stourm a-enep Franco.

Skrignag

Kalz beleien a zo da vare Yann-Vari Perrot. Ret eo dezho gortoz pell a-raok bezañ añvet da berson.

53 bloaz eo Yann-Vari Perrot. Poent eo eñvel anezhañ e penn ur barrez. Daoust pelec'h e vo kaset ar beleg broadelour?

Kavout a ra an eskob an diskoulm. Kas a ra Yann-Vari Perrot da Skrignag. Ur barrez paour eus Menez Are eo ha, dreist-holl, ur barrez e-lec'h ne c'houlenn ket an dud ali o ferson a-raok mont da votiñ.

Yann-Vari Perrot e-kreiz e vrud

Ar pont

Un den brudet eo Yann-Vari Perrot en Emsav.

Ur pont eo etre an amzer wechall hag an amzer da zont. Laouen eo yaouankiz Breiz Atao o kavout un den eus an Emsav kozh hag a gompren o mennozhiou.

E labour pennek evit ar yezh a zo ur skouer:evit difennerien yaouank ar brezhoneg. E feiz start e talvoudegezh ar frankiz politikel evit Breizh a zo ur skouer all.:

Ken darempredet eo presbital Skrignag ha ma vo, diwezhatoc'h, ti Anjela Duval.

Ur pont eo ivez etre ar Vreizhiz hag an Emsav. Bez emañ Yann-Vari Perrot e penn ar Bleun Brug ha Feiz ha Breiz. Anavezet eo e anv, hini ar gevarzhe hag hini ar gazetenn, gant milierou a dud.

An eil brezel

E-pad ar brezel e talc'h person Skrignag da embann Feiz ha Breiz, da aozañ goueliou ar Bleun Brug ha da zaremprediñ an emsaverien.

Kemmou a zo en Emsav. Dont a ra ar P.N.B. da vezañ ur strollad politikel bras. En e benn emañ Remont Delaporte, ur
broadelour kristen. Hemañ a zo bet e penn ar Bleun Brug.

Kemmou a zo e Skrignag ivez. Ar veleien yaouank a. zo aet d'ar brezel ha kresket eo samm ar person kozh. Ret eo dezhañ lojañ Alamaned en e brespital.

Ne c'houlenne ket Skrignagiz ali o ferson evit votiñ. Ne c'houlennont ket ivez ali Vichy pe Berlin evit gouzout petra ober.
Kalz anezho a zeu da vezañ stourmerien er strouezheg.

Kerzu 1943

D'an 12 a viz Kerzu 1943, pa oa o tont eus ur chapel, eo lazhet person Skrignag gant ur stourmer yaouank.

Hanter-kant vloaz zo eo c'hoarvezet an darvoud hag abaoe hanter-kant vloaz e klasker gouzout perak eo bet lazhet Yann-Vari Perrot.

Div zisplegadenn a zo bet

  • Evit kalz tud e Skrignag eo bet lazhet ar person gant stourmerien ar vro abalamour ma laboure gant an Alamaned.
  • Evit kalz tud en Emsav eo bet lazhet Perrot war urzh pennou bras an harzerezh. C'hoant o doa spontañ an emsaverien. Yann-Vari Perrot a oa doujet gant an holl, lazhañ anezhañ a oa skeiñ an holl.
Displegadennou savet a posteriori int marteze:

N'eus prouenn ebet eus kenlabour Yann-Vari Perrot gant an Alamaned nemet ar fed ma'z eo bet lazhet gant ur stourmer eus ar strouezheg.
N'eus prouenn ebet o tiskouez e teue an urzh eus pennou bras an harzerezh nemet efed marv Yann-Vari Perrot. Skoet eo bet Breizh a-bezh gantañ ha n'helle strouezheg Skrignag kemer divizou evit Breizh a-bez.

1943

Ur c'hazetenner, Thierry Guidet, en deus klasket dirouestlañ ar gudenn. Un dra hepken a zo anat: n'en doa ket labouret Yann-Vari Perrot gant an Alamaned.
Lazhet e vije bet Yann-Vari Perrot abalamour da stad ar speredou e 1943.

Ar brezel a oa o ren e Skrignag. Kalz eus paotred ha merc'hed ar strouezheg a oa marvet etre daouarn an Alamaned.

An Aotrou Perrot a oa person, - da lavarout eo enep-komunour, - ha broadelour breizhat, - da lavarout eo, war a greded, mignon d'an Alamaned. Un dañjer e oa evit stourmerien ar strouezheg ha ret e oa lazhañ anezhañ.
N'ouzer ket hiroc'h.

Evit klozañ

N'eo ket ar brezel un istor a skouer vat, gant ar re vat eus un tu hag ar re fall eus un tu all.

Kalz tud a zo bet lazhet etre Brest hag Hiroshima. Kalz anezho n'o doa graet droug ebet ha kalz anezho ivez a zo bet lazhet gant ar re a oa o stourm evit reiñ o frankiz dezho.

Piv en deus lazhet Yann-Vari Perrot?

Ar brezel.

Paskal Ar Marc'heg (Evit ar brezhoneg, Genver 94)

Date de création : 06/08/2007 @ 13:26
Dernière modification : 06/08/2007 @ 20:06
Catégorie : Histoire
Page lue 1137 fois


Imprimer l'article Imprimer l'article

^ Haut ^